hac ar vella excus evit an difæçondet. Sant Per a zeu da avertissa principalamani ar graguez yaouanc, na zeuint quet da frisa na da dortilla na da orni o bleo. Ar voaset pere a so quel laich d’en em amusi gant ar sotoni hac ar rambreerez-se, a vez decriet partout evel hermaphroditet, da lavaret eo, evel tud pere a so anter-goaz hac anter-maoues. Hac ar merc’het vean pere a zoug an aosamanchou galant-se, a vez tremenet evit merc’het sempl ha laosc er chastete ; daviana mar o deveus un dra bēnâc a chastete, ne apparis quet etouez quement a vanite hac a vagatelez. Lavaret a reont ne sonjont e droug ebet ; hoguen me a lavar, ec’his ma em eus lavaret un tu-all, penaus an diaoul a soinch ato e droug evit-se. Evidon-me a garre e ve ato va devot ha va devodes ar re visquet guella eus ar gompagnunez, gant e vezzint ive ar re nebeuta pompus hac ar re nebeuta glorius hac affætet : hac evel ma e lavaret er proverbou, e carren e vent ornet a c’hraç, a zereadurez hac a zignite. Sant Lois a lavar en ur guer penause tle peb-unan en em visca hervez e stad, en hevelep-fæçon ne allo quet ar re fur hac ar re vad lavaret, re a rit : nac ar re yaouanc lavaret, re nebeut a rit : mæs e quencas na falfe quet d’ar re yaouanc en em gontanti eus ar fæçon deçant ha dereat ma en em visquit hervez ho condition, e renquit en em arreti var an avis eus an dud fur.
Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/298
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
286
Introduction