Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/30

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18
Introduction.

ret quemeret ar sarp evit trouc’ha eus hor c’houstianç ar scoultrou maro hac inutil, da lavaret e hor pec’hejou hac hon neglijançou. Ar verc’h estranjour evit caout e priedelez an Ifraëlit, a ranque divisca he dillat a gaptivite, crenna he ivinou ha rasa he bleo divar he fen : hac an Ene pehini a zesir caout an enor da veza Pried da Vap Doue, a dle ivez en em zivisca eus an den coz, hac en em visca eus an Den nevez o quitaat ar pec’het : ha goude-se crenna ha rasa diouthi quement fcurt ampechamant a ve capabl d’e distrei diouz carantez Doue : ar gommançamant eüs hor yec’het eo beza purget diouz an humoryou fall eus hor pec’hejou. Sant Paul a oue purget en ur moumet dre ur purgation parfet, evel ma oue ive Santes Catel a Gennes, Santes Madalen, Santes Pelagia hac hiniennou all ; mæs an seurt purgation-se a so miraculus hac extraordinal ebarz er c’hraç, evel ma zeo resurrection ar re varo ebarz en natur ; en hevelep-fæçon na dleomp quet pretandi da quemen-se. Ar fæçon ordinal ma vez custum hac ar c’horf hac ar speret d’en em burgi ha d’en em yac’haat, eo a nebeut e nebeut, dre avançamant, dre boan ha dre hirnez amser.

An Elez o deveus diouasquell var squeul Jacob ; mæs ne nigeont quet, er c’hontrol pignat ha disquen dre urz eo a reont a basen e pasen. An Ene pehini a bign eus ar