evit Sant Frances pehini, o prononç an Hano santel eus an Autrou, a sune hac a lippe e vusellou ec’his pa dense achano un douçder ar vrassa.
Mæs pa gomsot a Zoue, comsit ato evel a Zoue, da lavaret eo gant reveranç ha gant devotion ; non pas oc’h ober ar suffisant nac ar prezeguer pe ar prezeguerez, mæs gant ar speret a zouçder, a garantez hac a humilite, o tistilla e quement ha ma ouzoc’h, evel a lavar ar C’hanticou sacr, ar mel dilicat eus an devotion hac eus an traou divin a veradigou eber e diou-scouarn unan hac eber e diou-scouarn un all ; o pidi Doue er secret eus hoc’h ene, ma plijo gantâ ober d’ar gliz santel-se tremen bete calon ar re pere ho cleo ; dreist peb-tra e ranquer ober an œuvr angelic-se en ur fæçon douç hac agreabl ; non pas evel o courrigea, mæs evel oc’h inspira : rac admirabl eo an nerz e deveus ar broportion douç hac amiabl eus a un dra vad bennâc evit gounit ar c’halonou.
Na gomsit jamæs a Zoue’ta nac eus an devotion, e maniel aquid pe dre accustumans hac e fæçon antretien, evel a reer en discoursou inutil, mæs hepquen gant attantion ha gant respet. Ar pez a lavaran evit lamet ur vanite notabl o deveus cals, pere a ra profession da veza devot, ha pere a lavar bep tro comsou santel ha fervant dre