civil hac honest. Evit an traou sot hac indeçant, ne fell quet d’an Abostol e ve so-quen clevet hano anezo, hac hon assur penaus, Netra ne zeu da gorrompi quement ar gomportamant vad eus a un den evel ar goal discoursou.
Mar bez lavaret ar c’homsou disonest-se en ur fæçon goloet, gant affeterez ha gant subtilite, ez int binimussoc’h cals : rac evel ur c’hlese sul lemmoc’h ma ze, sul eassoc’h a-se e c’hantre en hor chorf, evelse ive sul lemmoc’h ha sul subtiloc’h ma ze ur goal goms, sul dounoc’h e c’hantre en hor c’halon. Hac ar re pere a soinch dezo beza tud galand ha chentil o lavaret an seurt comsou-se en antretien hac e conversation, ne ousont quet pevit tra eo e tle beza grêt an antretienou hac ar gonversationou, rac ar gonversationou a dle beza evel un æd guenan en em assamblet evit ober ar mel eus a un antretien douç ha vertuzus bennâc, ha non pas evel un toullad guesped pere en em assamble da suna ur breinadur bennâc. Mar deu ur re sot bennâc da lavaret deoc’h comsou indeçant, disquesit eo offanset ho tiouscouarn gant quemense, pe o tisteri ho quein pe dre ur voyen-all bennâc hervez ma fournisso deoch neuse ho prudanç.
Unan eus ar gouassa conditionou a ouffe ur speret da gaout eo beza sujet da ober goab. Doue en deveus ur gassoni vras ouz