Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/304

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
292
Introduction

ar viç-se, hac en deveus grêt aveich-all punitionou bras anezàn. Ne deus netra controloc’h d’ar garantez ha mui c’hoaz d’an devotion eguet ma zeo disprijout ha caquetal an nessa ; ha ne ouffet quet ober goab anezàn anes e zisprijout : ha rac-se eo ur pec’het bras meurbet ar goab hac ar c’haquet ; en hevelep-fæçon ma o deveus ræson an Doctoret da lavaret, penaus ar goaperez eo ar gouassa seurt offans a ouffet da ober d’an nessa dre ar c’homsou ; abalamour an offançou-all a vez grêt gant un istim bennâc eus an hini pehini a vez offanset, hac an offans eus ar goaperez a vez grêt gant disprijanç. Mæs evit ar recreation a gomsou hac a farçou dinoaz a ra an eil re gant o hentez en ur fæçon modest ha joaius, quemense a apparchãt ouz ar vertuz galvet Eutrapelii e grec, pehini a ellomp da c’hervell conversation-vad. Ha dre ar farçou dinoas-se pe ar c’hoari-se a gomsou e quemerer ur recreation honest hac amiabl var an occasionou friol ha plesantus pere a ro an dud dre o imperfectionou : neuse ervat eo ret hepquen lacat evez na dremennet eus ar farçou honest ha joaïus-se d’ar goaperez. Ar goaperez a laca da c’hoarsin dre zisprijanç ; mæs ar farçou honest ha joaïus a laca da choarsln dre ul liberte simpl, dre ur fizianç hac ur familiarite franc assambles gant ar gentilis eus a ur guer plesant bennâc. Sant Lois, pa falle d’ar Religiuset