Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/306

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
294
Introduction

tez, ha ma c’husurpont an ofiç hac ar guir eus hon Autrou, oc’h en em emell da varn o nessa. Temerer int, abalamour ar vrassa maliç eus ar pec’het a zepand diouz an intention hac ar santimant eus ar galon, pehini eo ar pez a so cuzet en devaligen evidomp-ni. Temerer int, abalamour ma en deveus peb hini aoualc’h da ober oc’h en em varn e-unan hep antrepreni da varn e nessa : en em varn hon-unan, ha na varnimp quet ar re-all, a so daou dra quen necesser an eil hac eguile evit na vezzimp quet barnet : rac evel ma tifen hor Salver unan ouzomp, an Abostol a c’hourc’hemen eguile, pa lavar ; ma en em varnemp hon-unan, ne vemp quet barnet. Hoguen siouaz ! ar c’hontrol beo a reomp ; rac ne baouesomp oc’h ober ar pez a so difennet ouzomp, o varn hon nessa bep-tro : ha ne reomp jamæs ar pez a so gourc’hemennet deomp, pehini eo en em varn hon-unan.

Ret eo remedia ouz ar jugeamanchou temerer diouz ar pez a so caus d’o ober. Beza ez eus calonou trenq, chuero ha rust naturelamant, pere a rent ivez trenq ha c’huero quement a recevomp hac a zeu, evel a lavar ar Profet Amos, Da geinch ar jugeamant pe ar varnidiguez en huelen c’huero, dre na varnont jamæs o nessa nemet gant rigueur ha gant c’huervder. Ar re-mâ o deveus izom da goueza etre daouarn ur me-