Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/313

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
301
d’ar Vuez Devot.

couarn digant Elieser, pehini a yoa un den ha ne doa quet anavezet er vro-se, ne deus douet ebet n’en divise droug-songet eus an diou blac’h-se, pere a yoa un exempl a chastete, hoguen hep ræson hac hep sujet vise : rac pa vez un action indifferãt anezi e-unan, och allout beza ha droug ha mad ; ur suspicion temerer eo tenna ur goal gousecanç anezi, nemet cals a circonstançou a roe leac’h cre da guemense : ur jugeamant temerer eo ive tenna cousecanç eus a un action evit blam an den : mæs an dra-mân a livirin sclerroc’h eber.

Erfin ar re pere o deveus sourci bras eus o c’houstianç, ne dint nemeur sujet da ober jugeamanchou temerer : rac evel ma teu ar guenan, o velet ar breuillardou hac an amser drist ha couabrec, d’en em denna en o c’hest evit menagi hac embreguer ar mel, evelse songesonou an eneou mad ne sortiont quet var objedou brouillet nac etouez an actionou tenval ha couabrec eus an nessa ; mæs evit trei divarnezo, en em dennont hac en em zestumont er gailon evit furmi ha menagi en interieur ar resolutionou mad d’en em amanti o-unan. Micher un Ene lesirec hac inutil eo en em amusi da examina buez an nessa ; excepti a ràn ar re pere o deveus carg eus a re-all quen e famil hac e tieguez, quen e public : rac un darn vras eus o c’houstianç a gonsist o lacat evez hac o veilla var