Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/327

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
315
d’ar Vuez Devot.




AR C’HENTA CHABISTR
ha tregont.

Var an tremen amzer hac ar recreation ha da guenta var ar recreationou licit ha meulabl.


A Viziou ez omp contraign da relachi ha da recraï hor speret hac hor c’horf ivez en un divertissamant bennâc. Sant Ian Evangelist, evel a lavar en den eürus Cassian, a oue cafet ur veich gant ur chasseur o touguen ur glujar var e zorn, hac oc’h e cherissa, evit en em recrei ; ar chasseur a c’houlennas ountâ, perac un den santel evel ma zoa-èn, e tremene an amzer gant un dra quen dister ha quen indin eus e gondition ? ha Sant Ian a respontas dezàn evellen : perac c’hui ne zouguit-hu quet bantet ato an arbalest-se, a so gueneoc’h o chasseal ? gant aon, eme ar chasseur, ma e dalc’hen pleguet ha bantet aro evelse, na golle an nerz d’en em zisplega ha d’en em zisvanta cre pa em be izom da denna gant-hi. Na vezet quet estrainch gueneoc’h eta, eme an Abostol dezâ, ma na zeuàn-me quet ive da zerc’hell bantet ato va speret, ha mar deuàn da relachi ha da laoscaat un nebeut e attantion hac e application, o quemeret ur recreation bennâc evit en em applica goudese gant mui a