Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/331

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
319
d’ar Vuez Devot.


Ouzpen-se ar c’hoariou-se a zoug an hano a recreation hac a-so great evit quemense, ha cousgoude ne dint morsetout ur recreation, mæs un occupation geinus : rac penaus e c’halle beza recreation un exerciç, pe en hini e ranquer derc’hell ar speret bantet hac appliquet gant un attantion continuel, ha geinet ato gant an inquietud, an amprehantion hac an ampressamant ? hac en so application nac attantion ebet tristoc’h, enoüussoc’h ha meIancoliussoc’h eguet hini ar c’hoarieurien ? evelse ive ne ranquer quet parlant var o c’hoari, ne ranquer quet choarzin, ne ranquer quet passaat, peautramant chetu-ii e dipit hac e coler. ,

Erfin ne deus quet a joa en seurt c’hoariou-se nemet o chounit ; mæs ha ne de quet ur goual joa e hounnez, pa na aller e c’haout nemet dre ar c’holl hac an displijadur eus an nessa ? suraoualc’h ez e hounnez ar rejouissanç iffam. Evit an teir ræson-mâ’ta eo difennet an seurt c’hoariou-se. Ar Roue bras Sant Lois o c’houzout penaus edo e Vreur hac un Autrou-all o c’hoari, a savas peguement bennâc ma oa clàn, hac a yeas d’o chambr en ur vrancellat quer sempl oa, hac o veza quemeret an dinçou pe ar c’hartou hac un darn eus an arc’hant pehini a yoa er c’hoari, o strincas dre’r prenestr er mor gant ur gourrouç vras outho. An Demesell chast ha santel Sara, o