Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/335

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
323
d’ar Vuez Devot.

ar ravissamanchou e deoue quellies a veich, pere ne ouent roet dezi martese nemet e recompans eus an humilite, eus ar soumission hac eus ar simplicite-se. Chetu ama he meditation hac he reflexion er servichou dister-se, pa veze o prepari e vouet d’he Zad, e quemere en he speret evel pa er grase evit hor Salver, evel ur Santes Martha, o consideri he Mam e plaç an Itron Varia, hac he Breudeur e plaç an Ebestel ; hac er fæçon-se en em gourage da servicha en he speret an oll gourtisanet celestiel, hac en em lequea da ober ar servichou dister-se gant un douçder vras, abalamour ma c’houie ervat oa volontez Doue quemense : lavaret em eus an exempl-mâ, Philotee, evit ma c’houiot peguen important eo dressi ervat hon oll actionou da servich Doue, peguer vil ha peguen dister bennâc e c’hallent beza, oc’h o ober oll er guel da blijout d’e Vajeste divin.

Evit quemense ho cusulian hac hoc’h exhortàn muia ma ze possibl din da imita ar vaoues cre-hont pehini a so bet quer meulet gant ar fur Salomon hac ar represant un ene mad ha pehini, evel en deveus lavaret, a laquea he dourn da ober traou cre, traou bras ha traou caer, ha cousgoude ne lese quet na neze ha na droe ar verzid. He dourn e deveus impliget e traou cre, eme ar Fur, hac he bisitat o deveus quemeret ar verzid.