Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/340

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
328
Introduction

var ar Scritur, ar musellou tromplus o deveus parlantet en ur galon hac en ur galon, da lavaret e o deveus an seurt tud-mâ diou galon ; hac ez e un dra pehini a so abominabl dirac Doue, caout daou boues, unan cre evit receo, hac unan sempl evit rei.

Philotee, bezit ingal ha just en hoc’h actionou : en em liquit ato e plaç ho nessa, ha liquit-e en hoc’h hini, hac e varnot ervat erc’hisse. Prenit evel pa veac’h hoc’h-unan o verza, ha guerzit evel pa veac’h hoc’h-unan o prena, hac e viot just ha leal o verza hac o prena. An dislealdet hac an injustiçou-mâ oll a so dister evit guir, abalamour na oblijonr quet da restitui, o veza na dremenomp quet an tuont d’ar rigol er pez a so favorabl deomp ; mæs ne lesont quet n’hon oblijont d’en em amanti anezo ; rac deffotou bras int a enep ar ræson hac ar garantez en andret hon nessa, ha ne dint erfin oll nemet tricherez : rac ne goller netra evit en em gomporti en ur fæçon generus, nobl ha gratius, ha gant ur galon loyal, ingal ha ræsonabl. Ho pezet memor eta, Philotee, da examina ho calon alies, evit guelet hac hi a so toudememes en andret ho nessa, evel ma carrac’h e ve e hini en hoc’h andret hoc’h-unan, ma veac’h en e blaç : rac chetu eno ar pouent eus ar guir ræson. An impalar Trajan o veza blamet gant e gonfidantet, abalamour ma cafent en