Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/341

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
329
d’ar Vuez Devot.

em rente re familier ha re facil da dostaat ouz e Vajeste Imperial : ya da, emezàn, ha ne dleàn-me quet beza en andret va sujedet un hevelep Impalar evel a zesirren da rancontr em andret va-unan ma ven sujet ive ?




AR PEMPET CHABISTR
ha tregont.
Var an desirou.


PEb-unan a oar ervat e rancomp dioual na zesirremp netra a guement a ve droug ha vicius, rac an desir eus an droug hac eus ar viç hon rent droug ha vicius hon-unan : hoguen me lavar deoc’h ouzpen, Philotee, na zesirit quet an traou pere a so dangerus d’an ene evel ma ze an dançou , ar c’hoariou hac an seurt divertissamanchou-se, nac an enoriou nac ar c’hargou, nac ar visionou nac an extasou : rac en hevelep traou-se ez eus cals a zanger, a vanite hac a dromplerez. Na zesirit quet an traou pere a so pell diouzoc’h, da lavaret eo pere ne ellont erruout nemet da ben pell amser, evel a ra cals pere a zeu dre ar voyen-se da squiza ha da zissipa o c’halon inutilamant hac en em laca e danger da goueza en un inquietud hac en ur chagrin bras. Mar en deveus un den yaouanc pe ur plac’h yaouanc un desir bras da gaout un habit nevez pe da veza fortu-