presant : rac an dra-se a zeu da zissipa ha da droubli ar galon ha d’e renta lent ha digouraich en exerciçou necesser. Ma desiràn beva er solitud evel ur Chartrous pe un Ermit, e collan va amser, hac an desir-se a zeu da occupi ar plaç eus an hini a dlean da gaout d’en em acquita ervat eus va c’harg hac eus va dever presant. Non ne falfe quet din so-quen e tesirre un den caout mui a speret na mui a jugeamanr eguet en deveus : rac an desirou-se a so friol hac inutil, hac a zalc’h ar plaç eus an desir a dle peb-unan da gaout da gultiva ha da implija ervat ar speret en deveus roet Doue dezàn ; ne falfe quet din quen nebeut e tesirre den ar moyenou da servicha Doue, pere n’en deveus quet : mæs beza e falfe din en em serviche ervat eus ar re en deveus : hoguen an dra-màn a ententeur eus an desirou pere a zeu da amusi ha da droubli ar galon : rac evit ar souhetou simpl ne noasont quet gant n’o graet quet re alies.
Na zesirit quet ar c’hroasiou hac ar souffrançou nemet diouz ma ho pezo douguet mat ar re pere hoc’h eus bet dija : rac un abus eo desirout ar verzerinti, hep caout ar gouraich da soufr un injur. An adversour a brocur deomp alies desirou bras da draou pere a so pell diouzomp, ha ne erruint jamæs, evit distrei hor speret diouz an traou presant pe gant re e c’hallemp ober cals a