Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/347

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
335
d’ar Vuez Devot.

da gaout an eil evit eguile ar garantez pehini a recommand dezo quement ar Speret santel er Scritur sacr : ô priedou, ne d’e netra lavaret, en em guirit an eil eguile dre ur garantez natural : rac ar paresou a durzulennet hac a bichonet a ra ervat quemense ; na lavaret ivez en em guirit, dre ur garantez humen, rac ar Baianet o deveus ervat pratiquet an seurt carantez-se. Hoguen me lavar deoc’h varlerc’h an Abostol bras : ezec’h, quirit ho craguez evel ma car Jesus-Christ e Ilis : ha c’hui graguez, quirit hoc’h ezec’h evel ma car an Ilis e Salver. Doue oue a zigaças Eva d’hon tad quenta Adam, hac e roas dezâ da c’hreg : Doue ive, priedou, eo en deveus grêt gant e zorn invisibl ar c’houlm sacr eus ho priedelez, hac en deveus ho roet an eil d’eguile achanoc’h ; petra e dec’hu’ta n’en em cherissit quet dre ur garantez santel ha toutafæt sacr ha divin.

Ar c’henta effet eus ar garantez-mâ eo an union ferm etre ho calonou : mar bez colet daou blanquen sapr an eil ouz eguile, nemet e vezo mad ar c’hol, e vezo quer cre an union etrezo, ma faouetet quent an daou blanquen-se en un andret-all eguet en andret ma zint colet hac unisset assambles ; hoguen Doue a unis hac a stag an eil pried ouz eguile ec’his pa lavarren gant ar c’hol eus e c’hoad propr : ha rac-se an union-se a so quer cre, ma tle quent an ene en em