Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/349

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
337
d’ar Vuez Devot.

beradou celestiel, an eneou oc’h o c’hroui, evel ma er gra pa o laca er c’horfoù-se.

Conservit eta, ezec’h, ur garantez tener, constant, ha cordial en andret ho craguez, evit quemense oue tennet ar vaoues eus ar c’hostez tosta da galon ar goas quenta, evit ma en divise ur garantez tener ha cordial eviti. Ar sempladurez hac an infirmite quen a gorf quen a speret eus o craguez ne dle quet ho lacat da gaout nep seurt disprijanç anezo, mæs quent-se ur gompassion douç ha carantezus evito, pa zint crouet evelse gant Doue, evit d’ar fin, o veza depandant ha sujet deoc’h, ma receffot diouto mui a enor hac a respet, ha ma ho pezo-ii evit compagnunezet en hevelep-fæçon ma viot cousgoude o fennou hac o superioret. Ha c’hui, graguez, quirit ivez ar priedou en deveus roet Doue deoc’h, dre ur garantez tener ha cordial, mæs ur garantez leun a respet hac a reveranç evito : rac evit quemense endeun eo ez int crouet gant Doue en ur sex vigourussoc’h ha crehoc’h da zomina, hac ez e falvezet dezâ e vise ar vaouez un depandanç diouz ar goas, un ascorn eus e esquern, ur c’hic eus e guic, hac e vise furmet eus a ur gosten anezân tennet eus a indan e zivrec’h, evit diquez penaus e tle beza dindan an dourn hac ar gundu eus ar goas ; hac an oll Scritur sacr a recommand deoc’h ric-a-ric ar sujetion hac ar soumis-