Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/350

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
338
Introduction

sion-se, pehini cousgoude a so rentet dous deoc’h gant ar memes Scritur, non pas hepquen o fallout dezi en em roac’h d’ar soumission-se gant carantez, mæs ivez o c’hourc’hemen d’ho priedou, ma c’hexercint ar sujetion hac an domination-se en ho quenver gant un denerediguez hac un douçder vras. Ezec’h, eme Sant Paul [1], en em gomportit gant furnez ha gant prudanç en andret ho Craguez evel en andret ur vessel pehini a so fragiloc’h eguedoc’h, o touguen enor ha respet dezo.

Mæs endra hoc’h exortàn da grisqui mui-ouz-vui ar garantez-se, pehini a dleit an eil Pried d’eguile ac’hanoc’h liquit evez na zeue da chench e nep seurt jalousi : rac alies ec’herru penaus, evel ma teu ar preon d’en em anjandri en un aval an dilicata hac ar meurra , e teu ivez ar jalousi d’en em anjandri er garantez an denerra hac an ardanta a vez etre ar Priedou, hac e teu da gorrompi ha da goll ar sustanç eus ar garantez-se ; rac ac’hano e sao a nebeut e nebeut an noas, an disantion hac an divorç. Certenamant ar jalousi ne erru jamæs eleac’h ma vez fontet a bep-tu ar garantez var at guir vertuz : ha rac-se eo ur merq eus a ur garantez un dra bennâc sansuel hac impur, pehini a so en em adresset eleac’h ma en deveus rancontret ur vertuz inparfet, inconstant ha sujet d’an disfizianç ; rac ar jalousi

  1. Neket s. Paol, met s. Pêr eo an hini a skriv kement-se (Ep. I, 3 ha 7). Reizh eo meneget en destenn orin. [Notenn gant Wikimammenn]