Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/355

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
343
d’ar Vuez Devot.

vel dirac va daoulagad, eguet ho quelet o commeti ur pec’het marvel hepquen ; ar c’homsou-man a choumas gravet e calon ar map santel-se en hevelep-fæçon na dremenas deiz eus e vuez, evel ma conte e-unan goudese, n’en devoue memor anezo, o lacat e boan e quement ha ma oa possibl dezàn da zerc’hel mad d’ar scol divin-se. Certen e penaus ar raç hac al lignez a so galvet en hon langaich ty ; evelse e lavarer e vez un den eus a dy mad pa vez savet eus a raç vad ; an Hebreanet memes a c’halv edification a dy ar generation a vugale ; rac er fæçon-se eo e tleer entent ar pez a lavar ar Scritur, penaus Doue a edifias tiez d’an amiegueset eus a Egypt : ha quemense a so evit disquez penaus ne de quet ober un ty mad eo fourra cals a vadou temporel ebarz, elevi ervat ar vugale e doujanç Doue hac er vertuz eo.

Equènver an dramâ eo ne dle an tad hac ar vam espern nep-seurt poan na trevel, pa ze o c’hurunen eo ar vugale. Evelse ivez e combatas hac e trec’has Santes Monica gant quement a gouraich hac a berseveranç ar goal inclinationou eus he map Sant Augustin, o font d’e heul ha var vor ha var zouar, ma en rentas eürussoc’h crouadur d’he daelou o convertissa e ene, eguet na doa crouadur d’he goad oc’h anjandri e gorf.

Sant Paul a les gant ar gragues ar sourci