eus an ty evit partaich : ha rac-se o deveus cals ar guir santimant-mâ, penaus eo profitaploc’h devotion ar graguez d’an ty ha d’ar famill, eguet hini an ezec’h, pere o veza na choumont quet quen ordinal etouez tud o zy, ne ellont quet ivez o dressi hac o sturia quen eas er vertuz, evel ma c’hell ar graguez, pere a chom er guear peurvuia. Abalamour da-se eo e laca Salomon en e broverbou, penaus e tepand an eürusdet eus an oll tieguez diouz ar sourci hac an adres eus ar C’hreg cre hont, peveus a hini e ra ar veuleudy.
Ar Scritur er Genese a lavar penaus Isaac o velet e c’hreg Rebecca hep bugale, a bedas an Autrou Doue eviti, peautramant evel a lavar an Hebreanet, e pedas Doue vis-a-vis dezi, unan oc’h e bidi a gostez sao-heol, hac un all a gostez cuz-heol ; evelse ivez oue exaucet peden an ozac’h, oc’h e beza grêt er fæçon-se. Ar vrassa hac ar brofitapla union etre ar c’hreg hac an ozac’h, eo an hini a vez grêt en devotion santel, pe da hini e tleont en em zouguen an eil eguile peurvuia. Beza ez eus frouez, evel ma zeo ar c’hoin, pere o veza ma zint c’huero ne dint nemeur agreabl nemet e confitur, beza ez eus re-all, pere o veza tener ha dilicat ne ellont quet en em gonservi nemet confitet vent ivez, evel ma zeo ar c’heres hac an abricotet : evelse ar graguez a dle