souheti ma ve o ezec’h confitet er sucr eus an devotion ; rac ar goas hep devotion a so un aneval feuls, reat, c’huero ha rust ; hac an ezec’h a dle ive souheti e ve devot o graguez ; rac ar vaoues hep devotion a so meurbet fragil ha sujet da goueza, pe da vouenvi er vertuz. Sant Paul en deveus lavaret, penaus un ozac’h infidel a vez santifiet ha guelleat gant ur c’hreg pehini a so fidel da Zoue, hac ur c’hreg infidel a vez ive santifiet gant un ozac’h pehini a so fidel da Zoue : abalamour, o veza quen unisset dre an alianç eus ar briedelez, ma c’hell eas an eil tenna eguile d’ar vertuz. Mæs pebez benediction eo eta pa-zeu an ozac’h hac ar c’hreg, o veza fidel da Zoue o daou, d’en em sanctifia an eil eguile en e zoujanç hac en e garantez ? Erfin ar batiantet a bep costez an eil o suporti eguile eus ar priedou, a dle beza quer bras, na vent jamæs o daou e coller assambles hac a un taol, evit na vezo guelet dissantion na debat ebet entrezo. Ar guenan ne ellont quet en em arreti eleac’h ma zeus egleo ha trous, en andrejou ma ton ha ma ræson ar vouez : nac ar Speret santel ne ell quet en em arreti quennebeut en un ty, eleac’h ma zeus tabutou, disputou , arguerez, contestou ha ræsonamanchou an eil re ouz o hentez. Sant Gregor a Nazianze a zesq deomp, penaus en e amser e solennise
Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/357
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
345
d’ar Vuez Devot.