Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/358

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
346
Introduction

an dud demezet bep bloaz an deiz ma vezent bet eureujet. Certenamant ne zisapprouven quet e ve digacet ar c’hustum-se bremâ ive, nemet na ve quet gant apparaillou a recreationou monden ha sansuel ve er graet; mæs ervat ma teue an ozac’h hac ar chreg da gofes ha da gommunia en deiz-se, o recommandi da Zoue gant mui a ferveur eguet en deiziou-all an issu-mad eus o friedelez, hac o nevezi ar resolutionou mad da santifia o friedelez mui ouz vui dre ur garantez hac ur fidelite vras an eil evit eguile, hac o quemeret adarre o halan en hor Salver evit supporti ar beac’h ha dougen ar garg eus o stad hac eus o vocation.




AR SEIZVET CHABISTR
ha tregont.
Evit an honestis eus ar guele Nuptial, pe eus ar guele a Briedelez [1].


AR guele nuptial pe a briedelez a dle beza hep souill hac hep taich ebet, evel a lavar an Abostol, da lavaret eo, e tle beza exant diouz peb-seurt lousdoniou profan hac impudic. Evelse ar Briedelez santel a oue da guenra instituet er Barados terres, eleac’h na doa bet biscoaz bete neuse nep-seurt direglamant eus ar goncupissanç na netra disonest.

  1. Gwall zifeal ouzh an destenn orin eo troidigezh ar chabistr-mañ, gant meur a frazennoù lezet e-maez pe dreuzfurmet bras. [Notenn gant Wikimammenn]