Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/360

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
348
Introduction

egaront diounta, sulvrassoc’h a sulexecraploc’h e o fec’hejou : rac evel ma ze ar guenta intention hac ar fin principal eus ar briedelez eo anjandri bugale, ne aller jamæs hep pec’hi en em ecarti ha dispartia diouz an urz pehini a so requis enni evit quemense, peguement bennâc na alle quet ar fin hac an intention-se beza effectuet neuse abalamour da un accidant-all bennâc, evel a erru pa vezer brases dija, peautramant pa vezer steril, da lavaret eo pa na vez quet a vertuz da anjandri frouez : rac en occasionou-mâ ne les quet an dever na ell beza just ha santel, nemet e vezo heuliet ar reglennou eus ar generation ; pa ze guir penaus accidant ebet ne ell jamæs prejudicia dal lesen pehini a so lequeat hac ordrenet gant ar fin principal eus ar briedelez. Certenamant an action iffam pehini a rea Onan en e briedelez, a yoa detestabl hac abominabl, evel a lavar ar Scritur sacr er Genese ; e punition a guemense ivez er scoas Doue gant ur maro subit, evit disquez exempl d’ar priedou da zioual ervat en o friedelez diouz an seurt actionou abominabl-se, pere a ve capabl da denna coler Doue hac e venjanç var o fenn er bed-ma memes.

Un dra vras eo, en em gomporte avizion an anevalet brutal gant mui a honestis er pouent-mâ, eguet an dud ræsonabl. An elefant ne deo, nemet un aneval bras ha lourd,