Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/363

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
351
d’ar Vuez Devot.




AN EIZVET CHABISTR
ha tregont.
Evit an Intanveset.


SAnt Paul a instru an oll Breladet e personaich an Escop Timotee, en ur lavaret, enorit an intanveset, pere a so guir intanveset. Evit ervat beza guir intanveset, chetu amâ petra a so requis.

Da guenta ma vezo ur c’hreg intanves non pas hepquen a gorf, mæs ivez a galon, da lavaret eo, ma vezo en em resolvet gant ur resolution serm d’en em gonservi er stad eus a un intanves chast : rac ar re pere ne dint intanveset nemet o c’hortos an occasion da zimizi adarre, ne dint separet diouz ar goaset nemet hervez plijadur ar c’horf, hoguen dija ez int unisset ganto hervez plijadur ar galon dre ar volontez da zimizi. Mar fell d’ar guir intanves evit en em assuri er stad-se, offr da Zoue dre vœu he c’horf hac he chastete, e c’hajouto un ornamant bras var he stad a intanves, hac e lacaï en assuranç vras he resolution ; rac o velet ne d’ema mui en he gallout, goude ar vœu-se, quittaat he chastete hep quittat ar Barados, e vezo quen eveziant ha quer beiz eus he dessein, na bermeto quet so-quen an disterra sonjeson simpl da zimizi d’en em ar-