Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/365

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
353
d’ar Vuez Devot.

Rouanes. Evel ma c’happrouvàn cals an avisou eus an daou Bersonaich bras-mâ, e tesiren ivez e teue an eneou, pere a vezo quen eürus d’o lacat e pratic, d’e ober gant prudanç, gant santelez ha gant fermete, goude beza examinet mat o c’houraich, goulennet an inspiration hac ar sclerigen eus an Eê, ha quemeret cusul digant un Directeur sur ha devot : rac er fæçon-se vezo great peb-tra gant frouez ha gant profit.

2. Ouspen quemense eo ret e rae un intanves ar renonçamant-se da un eil priedelez puramant ha simplamant, evit trei he oll affectionou gant mui a burete ouz Doue, hac unissa he c’halon a bep-tu gant hini e Vajeste divin : rac mar deo an desir da lesel he bugale pinvidic pe ur bretantion all bennâc hervez ar bet eo a ra dezi chom intanves, e vezo martese meulet a guemense dirac ar bed, hoguen non pas dirac Doue suraoualc’h, pa na ell netra caout ur guir veuleudi dirac Doue, nemet ar pez a so grêt evit Doue.

3. Ret e c’hoaz evit beza ur guir intanves, e ve en em separet hac en em zisc’hreat volontieramant diouz contantamãchou ar bed ; an intanves pehini a vev er plijadureziou, eme Sant Paul, a so maro evit-hi da veza beo. Fallout beza intanves, hac en em blijout cousgoude o veza dorlotet, cherisset ha cajolet, caret mont d’an dançou ha d’ar