Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/37

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25
d’ar Vuez Devot.

cherisset gant he mignonet : allas ! èn so an seurt-se en un danger bras !

O Philotee ! pa fell deoc’h antrepreni ar vuez devot, ne renquit quet hepquen quitaat ar pechet, mæs ret eo toutafet purifia ho calon diouz an oll affectionou eus ar pechet ; rac ouzpen ma ve danger evidoc’h da goueza ennàn adarre, an affectionou miserabl-se a semplae continuelamant ho fperet hac a bonnerrae ho c’halon en hevelep-fæçon, na allac’h quet ober an œuvrou mad prount, diligeant ha frequant, hac eno cousgoude eo e consist ar guir devotion. An Eneou pere, goude beza sortiet eus ar stad a bec’het, o deveus choaz an affectionou-se hac al languissamant-se, a so henvel d’am avis ouz a plac’het pere a so drouc livet ha cousgoude ne dint quet clân ; mæs quement a reont a so clàn, dibri a reont hep goud, gousquet hep repos, c’hoarzin hep joa, hac en em dreina mui eguet bale. Evel-se eo e ra an eneou-se ar mad gant ur squizder hac ul languissamant spirituel quer bras, na deus graç ebet en o exerciçou-mad, pere a so nebeut e niver, ha bian, en effet.


————