Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/373

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
321
d’ar Vuez Devot.

un den e silvidiguez hep quemense a visteriou, ha mil seurt rambreou evelse pere a gleffot ganto bep-tro.

Quemense oll, va Philotee, ne deo nemet ur babillerez sot ha vean : an dut-se n’en em lequeomp morse tout e poan nac eus ho yec’het nac eus hoc’h afferou. Ma veac’h eus ar bed, eme hor Salver, ar bed ho carre evel un dra a apparchante ountâ, mæs evel na d’ouc’h quet eus ar bed, abalamour da-se en deveus cas ouzoc’h. Guelet hon eus tud o tremen an nos het-a-hed ha cals a nosveziou ive diouz tu o c’hoari’r c’har-tou ; hac en a so attantion ebet chagrinussoc’h, melancoliusioc’h na trisitoc’h eguet hounnez ? tud ar bed cousgoude ne lavarent guer outo neuse, nac ar vignonet n’en em lequeant quet e poan a guemense ; hoguen ma o guelfent o chom un heur da ober orsæson, pe o sevel mintinoc’h eguet custum d’en em prepari d’ar Gommunion, neuse e cafse ur fifil hac ur sourci bras varnezo da glasq remed ouz an humor-se a zevotion evel ouz ur c’hlènvet dangerus. Tud ar bed a dremeno meur a nosvez o tançal, hep e clemo nicun evit quemense,’ hac evit beilla da nos Nedelec hepquen, e clemo peb-unan gant ar bas, hac e vezo mall gantâ dijuni ha mont da gousquet antronos. Piou na vel ervat eo ur barner injust ar bed , pehiai a so gracius ha favorabl en andret e