dud hac a so rust ha rigolius en andret tud Doue.
Ne ouffemp quet beza ervat gant ar bed, nemet oc’h en em goll gantâ ; ne de quet possibl deomp e gontanti ; rac re hedro ha re bigarre [1] eo. Ian Vadezour, eme hor Salver, a so deut, ha ne zebr na ne eff, hac e livirit an drouc-speret a so gantâ : map an den a so deut, hac a zebr hac a eff, hac e livirit : chetu amâ un den pehini a gar ar guin hac ar cher vad [2]. Ar virionez eo, Philotee, mar en em zilesomp dre gomplesanç da c’hoarzin, ha d’en em divertissa gant ar bed, en em scandaliso hac e caffo abec enomp ; ma n’er greomp quet ive, hon tamallo eus a hipocrisi hac a velancoli. Mar deuomp d’en em visca propr, e lavaro penaus hon eus un dessein bennâc ; ha mar en em neglijomp, e cafo an dra-se ur vileni. Mar bezomp laouen, e cafo e vezzimp dissipet hac imparfæt, ha mar bezomp moderet ha mortifiet, e cafo e vezzimp trist ; hac o sellet ouzomp erc’hisse gant ur goal lagad, jamæs ne ellomp beza agreabl dezàn. Hon imperfectionou a guef bras, hac o zremen da veza pec’hejou, eus hor pec’hejou veniel e ra pec’hejou marvel ; hac hor pec’hejou dre infirmite a guemer evit pec’hejou dre valiç. Eleac’h ma zeo ar garantez benin ha douç, evel a lavar an Abostol, ar bed er c’hontrol a so malin ha rust ;
- ↑ War a seblant, n'eo ket bet komprenet ar ger « bigearre » en destenn orin, pehini a dalv kement ha bizarre. [Notenn gant Wikimammenn]
- ↑ En em bellaat a ra ar Brizh diouzh testenn orin s. Fransez ("et vous dites qu'il est Samaritain") evit kenglotañ strishoc´h gant hini an Avieler (Matt. XI, 18). [Notenn gant Wikimammenn]