eleac’h na soinch quet ar garantez a zroug, ar bed er c’hontrol a soinch ato a zroug, ha pa na ell quet accus hon actionou, ec’h accus hon intentionou : pe o devezo querniel ar maoutet, pe ii n’o devezo quet, pe ii a vezo guen, pe ii a vezo du, ar bleiz ne leso quet n’o debro, mar guell.
Petra bennâc a raimp, ar bed a rai ar bresel deomp ato ; mar bezomp pell dirac ur C’honfessour, e c’houlenno, petra a guefomp quemense da lavaret ; ma na vezomp quet pell o cofes, e lavaro penaus n’en em accusomp quet aoualc’h : quement fæçon na mouvamant a raimp, a impio hac a examino, hac evit an disterra coms a goler a remerco gueneomp, e c’hassuro penaus ez omp insupportabl ; mar bezomp sourcius eus hon afferou, e cafo e vezzimp avaricius, ha mar. bezomb douç ha pæsibl, e cafo e vezimp sot hac hep speret : mæs evit tud ar bed o c’holer hac o amportamant a dremen evit ur gouraich hac ur generosite ; o avariçdet a dremen evit un espern hac ur menajamant ; o gestou hac o familiariteou disonest a dremen evit courtesiou hac antretienou enorabl : ar c’hinid a souil ato tieguez ar guenan.
Lesomp ar bed dal-se, Philotee, criet quement hac a garo evel ur gaouen hoc’h inquieti laboucet an deiz : bezomp ferm en hon desseinou, na genchomp quet en hon