Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/376

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
364
Introduction

resolutionou. Ar berseveranç a zisquezo hanad ha ni a so sinceramant hac evit mad en em sacrifiet da Zoue hac en em roet d’an devotion.

Ar c’hometennou hac ar planedennou, pe mar d’e guell gueneoc’h, ar steredennou lostec hac ar guir stered a ro ar memes sclerigen en apparanç ; mæs ar c’hometennou a zisparis e ber amser o veza na dint nemet certen flammou pere a dremen, hac ar planedennou o deveus ur sclerigen pehini a bad ato. Evelse an hipocrisi hac ar guir vertuz o deveus cals a hènvelediguez en apparanç ; hoguen eas eo anaout an eil diouz e ben, abalamour an hipocrisi ne bad quet hac a zisparis evel ar moguet o pignat, mæs ar guir vertuz a so bepret ferm ha constant. Ne de quet ur gommodite vian hac un avantaich dister deomp evit assuri ar gommançamant eus hor buez devot, beza controllet, goapeat ha calomniet ; rac dre ar voyen-se e vezomp dilivret diouz an danger eus ar vanite hac eus an orgouil, pere a so evel an amiegueset eus a Egypt, pe da re en deveus ordrenet ar Faraon infernal, laza ar vugale mal a Israël d’ar memes deiz ma vizint ganet. Ni a so crucifiet d’ar bed, hac ar bed a so crucifiet deomp-ni ; èn hor c’hemer evel tud sot, quemeromp èn ivez evel un disquiantet.