R sclerigen eviti da veza caër hac agreabl d’hon daoulagad, a zeu cousgoude d’o zroubli goude ma vezont bet pell en devaligen, hac abarz ma vezomp custumet diouz an habitantet eus a ur vro bennâc, daoust peguer gentil ha peguer gracius e c’hallent beza, e vez querse gueneomp cousgoude un nebeut en em gaout eno. C’hoarvout a allo, Philotee, ma tui ar genchamant a vuez-mâ da lacat cals a zifficulteou da sevel en ho speret, ha ma rai deoc’h an adeo bras-se pehini hoc’h eus grêt da oll follenteziou ha da oll diotachou ar bed, caout ur santimant bennâc a dristidiguez hac a zigourajamant en hoc’h interieur. Mar gu’erru quemense gueneoch, me ho ped da gaout un nebeut patiantet : rac an dra-se ne vezo netra, nemet un nebeut estonnamant hac un nebeut querse ne d’eo er gommançamant ; tremenet quemen se, ereceffot mil gonsolation ha mil gontantamant. Poan vezo gueneoc’h martele neuse-souden quitaat ar c’hloar hac ar veuleudi a roe deoc’h an dud sot hac ar goaperien er vaniteou ma oac’h sujet dezo ; mæs ha c’hui a garre coll evit quemense ar c’hloar hac ar veuleudi eternel a roï Doue deoc’h e guirionez ? An tremen amser hac