R voyen hac ar fount guenta eus an eil purgation-mâ eo an aon hac an amprehantion gre rac an droug bras a erru gueneomp dre ar pec’het, ar pez a ra deõp antren en ur gontrition vras meurbet. Rac evel ma zeo suffisant ar gontrition, peguer bian bennâc ve, d’hor purgi diouz ar pec’het nemet e vezo ur guir gontrition, ispicial o veza unisset gant ar vertuz eus ar Sacramanchou : dememes pa vez bras ha cre meurbet ar gontrition-se, e teu d’hor purgi diouz an affectionou eus ar pec’het. Ur gassoni vian ha fempl hon dalc’h e gour hac e repugnanç ouz nep a gassaomp, hac a ra deomp techet diouz ar gompagnunez anezàn ; hoguen mar deo ur gassoni vras ha mortel ne de quet hepquen ouz nep a gassaomp eo e ra deomp caout aversion, mæs c’hoaz ouz quement a aparchant ountàn hac ouz e guerent hac ouz e vignonet, ne ellomp quet soufr an antretien anezo, quen nebeut hac anezàn e-unan. Evelse ivez pa na gassa ur penitanr ar pechet nemet dre ur gontrition vian ha fempl, peguement bennaac cousgoude ma zeo ur guir gontrition, e teu evit guir d’en em resolvi na