Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/381

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
369
d’ar Vuez Devot.

a enep ar burete, pa en em strincas unan anezo etouez ar spern, hac un all e creis an erc’h evit mouga an dentationou-se, ha cousgoude ne golfont netra eus a c’hras Doue evit quemense tout, erc’hontrol e augmanti a gals oue a refont.

Ret eo eta beza courachus bras, Philotee, emesq an dentationou hep cridi jamæs e veac’h trec’het ganto endra zisplichint deoc’h, hac o lacat evez ouz an diffaranç a so etre o santout ha consanti dezo ; rac o santout a ellomp, peguement bennâc ma tisplichent deomp, mæs ne ellomp quet consanti ganto nemet plijout a raent deomp ; pa servich ordinal ar blijadur da basen evit disquen er gonsantamant. Presantent adversourien hor silvidiguez eta quement hac a garrint a dentationou hac a sollicitationou deomp, choument ato ec’hars dor hor c’halon da c’hedal antren, greant quement hac a garrint a bropositionou deomp, mæs en-dra vezzimp er resolution da viret n’en em blichimp en traou-se oll, ne de quet possibl e c’hoffansemp Doue, nac en deffe leac’h da facha ouzomp, quen nebeut ha ma en deffe leac’h ar Prinç, pried ar Brinces pehini am eus represantet, da facha outi evit ar guemennadurez hac ar broposition a so grêt dezi, ma ne deveus quemeret plijadur ebet en dra-se. An diffaranç-mâ cousgoude a so etre an ene hac ar Brinces-se evit ar sujet--