Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/382

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
370
Introduction

, da c’houzout e penaus ar Brinces goude beza clevet ar broposition dishonest-se, a ell, mar car, chasseal ar messager hep e glevet mui ; mæs ne d’ema quet ato e gallout an ene miret na sante an dentation, pe-guement bennâc ma ve ato en e gallout miret na gonsante ganti ; ha rac-se peguement bennâc ma pate ha ma choume pell an dentation, ne ell quet noasout deomp endra ma tisplich deomp.

Mæs evit ar blijadur pe gant hini e c’hell beza heuliet an dentation, ec’his ma hon eus diou guevren en hon ene, ar guevren isel hac ar guevren huel, ha na vez quet heuliet ato ar guevren huel gant ar guevren isel, pehini a ra e affer a part, e c’herru aviziou ma en em blich ar guevren isel en dentation hep ar gonsantamant eus ar guevren huel ha memes en despet dezi. Hennez eo an disput hac ar bresel pe veus a hini e coms Sant Paul, pa Iavar penaus e c’hoantea e guic ar pez na falle quet d’e speret, ha penaus e sante ul lesen en e vemprou control d’al lesen eus e speret, hac an seurt traou-se.

Ha c’hui hoc’h eus guelet biscoaz, Philotee, ur regueden-dan goloet a ludu ? Pa zeuer da ben dec pe zaouzec heur goude da glasq tan ebarz, ne gafer nemet un nebeudic e creis an hoalet, ha c’hoaz e vez poan oc’h e gaout, edo eno cousgoude pa gafer anezàn, ha gantâ e c’haller elumi adarre ar