Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/389

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
377
d’ar Vuez Devot.

ma seblant e vez semplet hon ene toutafæt en hevelep-fæçon na gaffet e ve mui na buez spirituel na mouvamant ebet en-hi evit Doue ; hoguen mar fell deomp anaout pe hi a so beo pe hi a so maro en e chraç, lequeomp hon dourn var hor c’halon : consideromp hac en o deveus hor c’halon hac hor volontez o mouvamant spirituel c’hoaz, da lavaret e, hac ii a ra o dever o revusi o c’honsantamant ouz an dentation hac ouz ar blijadur ; rac endra ema en hor c’halon ar mouvamant eus ar revus, ez omp sur penaus ema enomp ar garantez, pehini eo buez hon ene, hac en em guef Jesus-Christ hor Salver en hon ene, evintâ da veza cuzet ha goloet en-hi ; en hevelep-fæçon, moïenant an exerciç contingel eus an oræson eus ar Sacramanchou hac eus ar fizianç e Doue, ma tui hon nerz enomp adarre, hac e vesimp dre ur vuez hantier hac agreabl.




AR C’HUEC’HVET CHABISTR.
Penaus e c’hell an dentation hac ar blijadur beza pec’het.


AR Brinces, pe veus a hini hon eus comset en trede Chabistr, ne de quet coupabl eus ar broposition dishonest pehini a so grêt dezi, pa ze guir penaus e greer dezi a enep he meno, evel ma hon eus supposet: mæs erc’hontrol mar e deveus roet sujet d’ar