Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/391

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
379
d’ar Vuez Devot.

guemerer en-hi, hac ar gonsantamant, pehini a roer dezi. Ar Brinces, peveus a hini hon eus comset, a verit ato beza blamet, mar deu non pas hepquen da glevet ar broposition desonest, pehini a reer dezi, mæs c’hoaz da guemeret plijadur en-hi goude e beza clevet, oc’h antreteni he c’halon gant contantamant var an dra-se : rac peguement bennâc na falfe quet dezi consanti da ober en effet ar pez a broposer dezi, e consant cousgoude gant he speret applica he c’halon var an dra-se dre ar gontantamant pehini a guemer o sonjal ebarz ; hac ez e ato un dra disonest applica pe ar galon pe ar c’horf da un dra disonest. Evelse ivez e consist quement an disonestis en application eus ar galon, na ell quet hep-zi an application eus ar c’horf beza pec’het.

Pa viot tentet eta eus a ur pec’het bennâc, considerit ha c’hui hoch eus roet volontieramant sujet da veza tentet ; rac neuse, an dentation memes ho laca e stad a bec’het, abalamour d’an danger pe en hini ez ouc’h en em exposet, hac an dra-se a ententet mar hoc’h eus gallet eas aoualc’h evita ; ma carfac’h, an occasion, ha mar gouiac’h ervat pe mar tliac’h gout e c’herrufe an dentation gueneoc’h ac’h’ano : mæs ma n’hoc’h eus roet sujet ebet d’an dentation, ne ell e nep fæçon ebet beza ur pec’het evidoc’h. Pa en devez gallet un den miret ive ouz ar plijadur,