Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/393

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
381
d’ar Vuez Devot.

diant en em amussen cals er blijadur-se, gant aon n’am douque a nebeut e nebeut da guemeret ur blijadur bennâc er venjanç memes.

Aviziou e vez un den surprenet gant ur mouvamant bennâc a blijadur pehini a zeu incontinant varlerc’h an dentation, abarz ma en devez lequeat evez bonamant ouz ar blijadur-se, hac an dra-se ne ell beza nemet ur pec’het veniel an disterra, pehini a zeu da veza brassoc’h, mar chom dre neglijanç, goude beza evezzeat ouz ar blijadur-se, da varc’hata ganti un nebeut, pe èn a dle e accepti, pe èn a dle e revusi ; hac ar pec’het veniel-se a so c’hoaz brassoc’h mar deu un den, o lacat evez ouz ar blijadur-se pehini a sant, da chom en-hi ur mareat gant ur guir negligeanç hep ober effort ebet d’en em zisober anezi : mæs pa en em resolvomp volontieramant ha gant ur propos diliberet d’en em blijout en hevelep mouvamanchou-se a blijadur, ar propos diliberet-se memes a so ur pec’het bras, mar deo un droug notabl ar pez p’evit hini hon eus ar blijadur-se. Ur goal-viç eo da ur vaoues fallout antreteni caranteziou fal hac amourousdet, peguement bennâc na falfe quet dezi en em rei en effet d’an amourous.


————