Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/394

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
382
Introduction




AR SEIZVET CHABISTR
Remejou ouz an dentationou bras.


EVel ma santit enoc’h un dentation bennâc, grit evel ar vugaligou pa velont ur bleiz ; rac neuse-souden e redont etre divrec’h o zad hac o mam, pe da viana o galvont d’o sicour. Redit evelse ivez etreze Doue oc’h e bidi da gaout truez ouzoc’h ha d’ho sicour : hennez eo ar remed a zesq deomp hor Salver. Pedit, emezàn ; evit na antreot quet e tentation. Mar guelit cousgoude penaus e chom ato an dentation, hac e teu da grisqui, redit a speret da vriata ar Groas santel, ec’his pa vellac’h Jesus-Christ crucifiet dirazoc’h : protestit penaus ne gonsentot quet d’an dentation, ha goulennit sicour ountâ da resista outhi, ha continuit ato da brotesti penaus ne sell quet deoc’h consenti endra bado an dentation.

Mæs endra viot oc’h ober ar brotestationou-se hac o revusi ho consantamant, na seliit quet ouz bisaich an dentation, hoguen sellit ouz hor Salver hepquen ; rac mar sellit ouz an dentation, ispicial pa vez cre ha violant, e c’halle discar ho couraich. Appliquit ho speret en un occupation vad bennâc ; rac an occupationou-se oc’h antren en ho calon hac o quemeret plaç en-hi, a chasseo an dentationou hac ar suggestionou malin.