re vunut e calite, e tremen ivez ar re vunut dreist ar re vras e niver quement, ma c’hell ar victor varnezo beza comparachet ouz ar victor var ar re vrassa. Ar bleizi hac an ourset a so hep douet ebet dangerussoc’h eguet ar c’helien ; hoguen coulgoude ne reont quet quement a importunite hac a ziesamant deomp, na ne exerçont quet quement hor patiantet evel ma ra ar c’helien. Un dra eas e deomp miret na raemp ur muntr, mæs un dra zificil e deomp en em viret ouz ar c’holeriou munut, peveus a re en em bresant an occasion bep moment. Un dra eas e da un ozac’h pe da ur c’hreg en em ampeich diouz an aoultriez, ne de quet quen eas-se en em ampeich diouz ur sell, en em ampeich da rei pe da receo carantez, en em ampeich da brocuri dre attaich faveriou munut evit ur re bennâc, ha da lavaret pe da glevet comsou a c’halantis. Eas aoualc’h eo chom hep laerez madou an nessa, mæs ne d’e quet quen eas-se chom hep o desirout. Eas aoualc’h eo chom hep rei fals-testeni e justis, hoguen dies eo chom hep lavaret ur gaou bennâc e conversation hac en antretien. Eas aoualc’h eo en em viret ouz ar vezvinti, hoguen ne de quet quen eas-se beza sobr ha moderet en dibri hac en efa. Eas e deomp miret na zesirremp maro hon nessa, hoguen dies e deomp miret na zesirremp e incommodite : eas e deomp miret
Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/397
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
385
d’ar Vuez Devot.