Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/398

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
386
Introduction

na zeuemp da ziffami den, mæs dies e deomp miret na zeuemp d’e zisprisout.

Bref an dentationou munut-se a goler, a voal suspicion, a jalousi, a avi, a amourousdet, a follentez, a vanite, a zuplicite pe a zoublentez, a affeterez, a finessa, a songesonou disonest, ar re-se eo an exerciçou continuel hac an dentationou ordinal o deveus ar re zevota memes hac ar re greha : ha rac-se, va Philotee, e rencomp caout ur sourci hac un dilijanç vras d’en em brepari d’ar gombat-se ; ha bezit assuret penaus quellies victor a c’hounezomp var an adversourien munut-se, quellies-se ivez a berlesen a vezo lequeat er gurunen a c’hloar, pehini a brepar Doue deomp en e Varados : ha rac-se e lavaran penaus o c’hortos cembati ervat ha gant couraich ouz an dentationou bras, mar gu’erruont, e rencomp en em zifen ervat ha gant dilijanç ouz an dentationou munut hac an attacou sempl-mâ.




AN NAVET CHABISTR.
Penaus eo e ranquer remedia ouz an dentationou munut.


EVit an dentationou munut-se’ta eus a vanite, a suspicion, a chagrin, a jalousi, a avi, a garanreziou direglet, hac an seurt traou sot-se, pere a zeu evel quelien da dre-