men dirac hon daoulagat, ha d’hor picat eber var hor boc’h, eber var hor fri, abalamour ma zeo impossibl beza toutafæt exant diouz an importunite anezo ; ar guelia resistanç a ouffet da ober outo, eo en em zerc’hel e repos hep en em inquieti nac en em chagrina morsetout : rac an traou-se oll ne ellont quet noasout deomp evito d’hon importuni, nemet e vezzimp ato er relolution hac er volontez da servicha Doue.
Disprigit eta an attacou munut-se, ha na brigit quet soquen sonjal petra a fell dezo da lavarer ; hoguen list-ii da vourdounat etro ho tiouscouarn quement hac a garrint, ha da nigeal ha tum’ha tuont endro deoc’h, evel ma leser ar c’helien ; ha pa zeuint d’ho picat ha d’en em arreti un nebeut en ho calon, na rit quen tra nemet o lamet simplamant, non pas o combati nac o respont outo, mæs oc’h ober actou control, n’eus forz pe seurt, ispicial eus a garantez Doue : rac, mar em c’hredit, n’en em aheurtot quet da fallout opposi ato ar vertuz control d’an dentation pehini a santit, abalamour ma ve an dra-se fallout casi disput outhi ; mæs goude beza grêt un act eus ar vertuz pehini a so directamant control d’an dentation, mar hoc’h eus bet ar spaç da-anaout peseurt tentation eo, e tistroot simplamant ho calon ouz Jesus-Christ crucifiet, ha dre un act a garantez en e andret e pocot d’e dreid sacr.