ur fæçon da veva pehini a ve control-beo dezo, quen en ho songesonou, quen en ho comsou, quen en hoc’h œuvrou. Dre exempl mar en em santit inclinet d’ar bassion a vanite hac a zesir da veza istimet, songit alies peguer miserabl e buez an den er bed-mâ, peguer geinus vezo ar vaniteou-se d’ho coustianç en heur ar maro, peguen indin int eus a ur galon nobl ha courachus, ha ne de ar vaniteou-se nemet bugaleaich hac amusamanchou. Comsit alies a enep ar vanite : ha peguement bennac ma seblante deoc’h er grac’h a enep ho meno, na list quet cousgoude n’e disprichot ervat ; rac dre ar voïen-se en em angachot evit hoc’h enor memes da souten an du gontrol d’ar vanite, hac oc’h en em accustumi da barlant a enep un dra bennâc, e teuomp d’en em excita d’e gassaat, peguement bennâc ma hor bise-èn caret er gommançamant. Grit actionou a humilite ha servichou dister muia ma ellot, peguement bennâc ma sonche deoc’h er grac’h a enep ho meno : rac dre ar voyen-se e teud d’en em habitui d’an humilite ha da semplaat ho superbite en hevelep-fæçon, pa zui an dentation a vanite, ne allo quet hoch inclination e diguemeret quercouls, hac ho pezo mui a nerz d’e zrec’hi. Mar douc’h inclinet d’an avariçdet, songit alies er follentez eus ar pec’het-se, pehini hon rent esclavet d’ar pez ne de crouet nemet evit servi-
Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/401
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
389
d’ar Vuez Devot.