Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/402

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
390
Introduction

chout deomp ; penaus en heur ar maro e ranquimp quitat tout ha dilesel ar pez hon eus destumet etre daouarn hen-a-hen, pere er fouillezo martese ; peautramant e servicho dezo an dra-se d’en em zauni, hac an seurt songesonou mad-se. Comsit ive cals a enep an avariçdet ha meulit cals disprigeanç ar bed : en em contraignit da rei alies an alusen ha da ober œuvrou a drugarez, ha list un occasion bennâc da dremen hep destum hac hep gounit.

Mar douc’h sujet da zesirout rei pe receo caranteziou diregler, songit alies peguen dangerus eo an amusamant-se quen evidoc’h quen evit ar re-all, peguement ez e un dra indin profani hac implija e rambreerez an affection nopla so en hoc’h ene. Peguement en em rentit sujet da veza blamet ha tremenet evit ur speret liger : parlantit alies evit ar burete hac ar simplicite a galon, ha grit ive muia hac a ellot eus a actionou conform da guemense, o tioual diouz peb-seurt affeterez ha diouz peb-seurt gestou : ersin en amser ar peoc’h, pa na viot quet prestet gant an dentationou eus ar pec’het, pe da hini ez ouc’h sujet, grit cals a actionou eus ar vertuz pehini a so control d’ar pec’het-se ; ha ma n’en em bresant quet an occasionou a guemense, iit aziarben dezo d’o rancontr : rac dre ar voyen-se e crehait ho calon a enep an dentationou da zonet.