Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/403

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
391
d’ar Vuez Devot.




AN UNNECVET CHABISTR.
Var an inquietud.


AN inquietud ne de quet un dentation hepquen eo, mæs ne sourcen peveus a hini ha pe dre hini e c’herru cals a dentationou ; ha rac-sè e livirin un dra bennâc anezi. An dristidiguez ne de quen tra nemet ar boan speret pehini hon eus abalamour d’an droug ha d’an deffot a so enomp a enep hor meno, daoust pe èn a so un droug exterieur, evel ma zeo ar baourentez, ar chlenvet, an disprijanç pehini a reer ac’hanomp hac ur c’holl bennâc : daoust pe èn a so un droug interieur, evel ma zeo an inoranç, an degout en oræson, ar repugnanç, an dentation : pa sant hon ene’ta e deveus un inconveniant bennâc evelse, ez e poan ganti e gaout, ha chetu eno an dristidiguez ; ha neuse-souden e tesir beza exant a guemense ha caout ar voyen d’en em zisober diouz an inconveniant-se : betec eno e deveus ræson ; rac peb-hini a zesir naturalamant ar mad hac a deac’h diouz ar pez a sonch a so droug. Mar c1asq an ene ar moyenou da veza dilivret diouz an droug hac an inconveniant-se abalamour da Zoue, o c’hlasco gant patiantet, gant douçder ha gant humilite hep en em chagrina, o c’hor-