barz, a goll an nerz da veintini ar vertuziou pere e devoa acquisitet, ar pez a lam diganti assambles ar voyen da resista ouz tentationou an adversour pehini a ra neuse peb-seurt effort evit pesqueta, ec’his a lavarer, en dour tenval, da lavaret eo, evit caout un avantaich bennâc var hor c’houstianç endra vez erc’hisse tenvaleat ha troublet gant an inquietud. An inquietud a sorti eus an desir direglet da veza dilivret diouz an droug pehini a santer, pe da acquisita ar mad pehini a esperer : ha cousgoude ne deus netra a guement a vouazza mui an droug, nac a bella mui ar mad, eguet ma ra an inquietud hac an ampressamant. Al laboucet a chom dalc’het er rouejou hac el laçou, abalamour, pa vezont angaget enno, ma en em remuont ha ma en em zifretont re da sortial emeas, hac er fæçon-se nemet en em serra ebarz ne reont ato mui-ouz-vui. Pa viot presset eta gant an desir da veza dilivret diouz an droug pe da gaout ur mad bennâc, abarz peb-tra liquit ho speret e repos, grit d’ho chujamant ha d’ho volontez en em zerc’hel compes hep en em droubli, ha neuse pourchassit adoug ho cam ha gouestadic an issu mad eus ho tesir, oc’h en em servichout diouz tu eus ar moyenou pere a a vezo convenabl da guemense ; ha pa lavaràn a doug ho cam, ne ententan quet gant neglijanç, mæs hep en em bressi, hep
Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/405
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
393
d’ar Vuez Devot.