Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/407

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
395
d’ar Vuez Devot.

bennâc vent, d’hoc’h inquieti : rac goude an desirou dister ha munut, e caffe ar re vras hac ar re important ho calon disposetoc’h d’an droublien ha d’an direglamant. Pa santot an inquietud oc’h erruout, en em recommandit da Zoue, ha quemerit ar resolution na reot netra tout eus ar pez a c’houlen ho tesir digueneoc’h, quen na vezo tremenet oll an inquietud : nemet un dra ve ha ne alle quet da zifferi, ha neuse e renquit gant un effort douç ha pæsibl derc’hel var ho tesir oc’h e voderi muia ma vezo possibl deoc’h ; ha var guemense ober ar pez hoc’h eus da ober non pas hervez ho tesir mæs hervez ar ræson. Mar gu’illit disolei hoc’h inquietud d’an hini en deveus an direction eus hoc’h ene, pe da viana da un den a zoujans ho pe fizians ennâ, na zouetit quet na vezo calmet ho speret neuse-souden ; rac discleria evelse poaniou ar speret da un den sur a ro ar memes soulajamant d’an ene, evel a ro ar gouada da gorf an hini a vez e terzien continu ; hemâ eo ar remed eus an oll remejou. Evelse ivez e roas ar Roue Sant Lois an avis-mâ d’e vap ; mar hoc’h eus, emeza, va map, diesamant ebet var ho speret, livirit-èn incontinant d’ho Chonfessour pe da un den a zoujanç Doue bennâc, hac er fæçon-se e c’hellot douguen eassoc’h a-se ho poan hac ho tiesamanr dre an nerz hac ar gouraich cre ho pezo digantàn.