Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/408

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
396
Introduction




AN DAOUZECVET CHABISTR.
Var an dristidiguez.


AN dristidiguez pehini a so hervez Doue, eme Sant Paul, a brodu ur binigen pehini a zeu da assuri hor silvidiguez, hac an dristidiguez pehini a so hervez ar bed a brodu ar maro d’hon ene. An dristidiguez eta a ell beza mad pe fall hervez an effejou pere a brodu enomp. Guir e penaus e produ mui a voual effejou, eguet a re vad ; rac ne brodu enomp nemet daou effet mad, da c’houzout eo an drugarez hac ar binigen ; hac ez eus c’hueac’h a re fall, da c’houzout eo ar velancoli, an diegui, ar facheri, ar jalousi, an avi, hac an impatiantet, ar pez en deus grêt d’ar Fur lavaret : an dristidiguez a laz cals, ha ne deus profit ebet diouthi ; abalamour, eleac’h diou c’houeren vad pere a sorti eus ar sourcen a dristidiguez, ez eus c’hueac’h pere a so fall meurbet.

An adversour en em servich eus an dristidiguez evit exerci e dentationou a enep an dud a zoujanç Doue : rac evel ma laca e boan da ober d’ar re vechant beza laouen en o fec’het, e ra ivez e bossibl da ober d’ar re vad beza trist en o œuvrou mad : hac ec’his na ell procuri an droug, nemet oc’h e lacat da veza agreabl, ne ell ivez distrei diouz