Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/413

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
401
d’ar Vuez Devot.

henvel, aviziou oc’h en em sevel dre an esperanç, aviziou o c’hiselaat dre an aon hac an doujanç, aviziou o plega a-zeou dre ar gonsolation, aviziou-all a-gleiz dre an affliction ; ha jamæs ne vez hènvel an eil devez ouz eguile, na memes an eil heur ouz e ben eus e vuez. Un avertissamant bras eo hemâ : ret e deomp lacat hor poan da gaout ur fermete continuel a galon etouez quenalies a accidantou hac a genchamãchou ; ha peguement bennâc ma ve tro-dizro ha cheing-digeinch an traou-all oll endro deomp, e rencomp chom bepret ferm hep flaich, da sellet, da visa ha da bretandi ato etrese hon Doue.

Daoust pe seurt rout a guemero al Lestr, pe èn a yelo varzu cuz-heaul, pe èn a yelo varzu sao-heaul, jamæs cousgoude an nadoz-vor ne sello nemet varzu stereden an Nord. Pa ve troet quement so tout var oc’hement-all, ne lavaràn quet hepquen endro deomp, mæs ennomp memes ; da lavaret eo, pe e a vezo trist pe e a vezo joayus hon ene, pe hi a vezo e douçder, pe hi a vezo e c’huervder, e peoc’h pe e troublien, e sclerigen pe e têvaligen, e tentation pe e repos, e gout pe e degout, e sec’hor pe e teneridiguez, pe hi a vezo rostet gant an heaul, pe hi a vezo refresquet gant ar gliz ; ret e cousgoude derc’hel ato ar bec eus hor c’halon, eus hor speret hac eus hor volontez, pehini