Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/415

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
403
d’ar Vuez Devot.

tanç hac ar geincbamant eus a gonsolationou hac an afflictionou quen spirituel quen temporel, quen exterieur quen interieur.

Mæs ouspen an doctrin general-se hon eus izom eus a un descadurez particulier bennâc c’hoaz. 1. Me lavar eta penaus an devotion ne gonsist quet en douçder, er saour, er gonsolation hac en deneridiguez sansibl eus ar galon, pehini hon laca da vouela ha da huanada hac a ro deomp ur certen satisfaction agreabl ha saourus en un exerciç spirituel bennâc. Non, va Philotee, an devotion hac an dra-se de dint quer ur memes tra. Rac beza ez eus cals a eneou, pere o deveus an deneridiguezou hac ar gonsolationou-se, ha cousgoude ne lesont quet na d’int vicius bras ; ha n’o deveus parconsecant guir garantez Doue ebet, ha nebeutoc’h c’hoaz guir devotion ebet. Saül pa edo o pourchu lamet e vuez digant ar paour-quez David, pehini a yoa o tec’het en e raoc e deserziou Engaddi, a antreas e-unan en ur c’havarn, eleac’h ma oa cuzet David gant e dud : David, pehini a alfe eas aoualc’h e laza en occasion-se a lesas e vuez gantâ, ha ne fallas quet dezàn so-quen ober aon dezàn ; mæs oc’h e veza leset da sortial en e liberte, er galvas goudese evit disquez dezàn e innoçanç hac evit rei dezâ da anaout oa bet mestr eus e vuez ma carfe. Ebien var guemense petra na eureu Saül evit disquez oa tenerreat e