Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/419

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
407
d’ar Vuez Devot.

caer hac agreabl memes a zianveas. Evit ar gout-se, pehini a gafer en traou divin oa e crie David en termeniou-mâ ; O va Doue ! peguen douç e ho comsou-hu d’am staon-me ! douçoc’h int eguet ar mel d’am guenou. Hac evit guir an disterra conlolation a recevomp eus an devotion a dal mui e peb-fæçon eguet ar recreationou excellanta eus ar bed. An divron hac al leaz, da lavaret eo, ar faveriou eus ar Pried divin a so guell d’hon ene, eguet ar guin an dilicata eus a blijadurezou an douar. Nep en deveus tanveat eus ar faveriou hac an douçderiou celestiel-se, a guef oll gonsolationou ar bed-mâ evel oc’hement a vestl hac c’huervder : hac evel ma receo ar re, pere o deveus al lousaouen Scytiq en o guenou, un douçder quer bras anezi na santont na naon na sec’het, evelse ar re-mâ en deveus roet Doue dezo ar Man celestiel-se a zouçder hac a gonsolation interieur, ne ellont quet desirout na receo consolationou ar bed, a viana evit quemeret gout enno, nac evit en em amusi hac en em affectioni enno. Un tanva eus ar joaiusdet eternel int ar gonsolationou interieur-se a ro Doue d’an eneou pere en c’hlasq : greunigou sucret int pere a ro d’e vugaligou evit o signa hac o zenna d’e garet mui-ouz-vui : dourou cordial int, a bresant dezo evit o c’honforti hac o c’hourachi, hac aviziou ez int ivez errezou eus