Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/422

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
410
Introduction

se evit e denna da garet Doue.

6. Mæs goude quemense, o coms generalamant hac evit an ordinal, recevomp gant humilite ar graçou hac ar faveriou-se, hac istimomp-ii bras meurbet, non pas quement abalamour ma zint bras enno o-unan, evel abalamour ma zeo dourn Doue eo o laca en hor c’halon, eguis a rae ur vam peini, evit calmi he buguel, a lacae dragennou sucr e-unan en e c’henou a unanou ; rac ma en deffe ar buguel jugeamant, e c’histime mui an douçder eus ar cherissamant a ra e vam dezàn, eguet an douçder eus an drage sucr-se. Hac evelse, Philotee, cals eo caout an douçderiou spirituel-se ; mæs an douçder eus an oll douçderiou eo consideri penaus o laca Doue e-unan, evel ur vam garantezus, en hor guenou, en hor c’halon, en hon ene, en hor speret.

7. Goude beza recevet evelse humblamant, bezomp sourcius d’o implija hervez intention an hini pehini o ro deomp. Perac e soinch deomp-ni e ro Doue deomp an douçderiou-se ? Evit hon renta douç en andret peb-unan, ha carantezus en e andret èn. Ar vam a ro an drageou d’he buguel evit e lacat da boquet dezi : pocomp ivez eta d’hor Salver pehini a ro deomp quement a zouçder ; hoguen poquet d’hor Salver e oboissa dezàn, miret e Chourc’hemennou, ober e volontez, heuly e zesirou, bref e