Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/427

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
415
d’ar Vuez Devot.

goullo : ar re a so pinvidic eus a plijadurezou ar bed, ne dint quet capabl da receo ar plijadurezou spirituel.

6. Ha chui hoc’h eus conservet mad ar frouez eus ar gonsolationou recevet a ziaguent ? Beza ho pezo c’hoaz eta re a nevez : rac d’an hini en deveus, e vezo roet davantaich, hac an hini n’en deveus quet ar pez so roet dezàn oc’h e veza collet dre e faut, e vezo lamet dtgantâ memes ar pez n’en deveus quet ; da lavaret eo, e vezo privet eus ar graçou, pere a yoa preparet evintàn. Guir eo e teu ar glao da lacat ar plant da veva, pere o deveus un dra bennâc a c’hlasvez, mæs evit ar re n’o deveus qüet, e lam diganto c’hoaz ar vuez pehini n’o deveus quet ; rac o lacat a ra da vreina toutafæt. Dre gals eus an hevelep occasionou-mâ eo e collomp ar gonsolationou a zevotion hac e couezomp er sec’hor hac en degout spirituel. Examinomp eta hor c’houstianç evit guelet ha ni a remerq enomp eus an hevelep deffautou-mâ ; hoguen remerquit, Philotee, penaus ne ranquer quet ober an examen-mâ gant inquietud na gant re a enclasq, mæs goude beza consideret fidelamant hor c’homportamant evit ar sujet-se, mar quefomp enomp ar pez a so caus d’an droug, e tleomp trugarecât Doue d’e veza cafet ; rac anter-remediet vez ouz an droug, pa vez cafet ar pez so caus dezâ. Ma na